Falls Curfew

Falls Curfew
Keulfe
Rann eusNa Trioblóidí Kemmañ
Lec'hBéal Feirste Kemmañ
Daveennoù douaroniel54°35′50″N 5°56′55″W Kemmañ
Deiziad5 Gou 1970 Kemmañ
Map

Falls Curfew, anvet ivez Battle of the Falls (pe Lower Falls), a oa bet un oberiadur-brezel gant Lu Breizh-Veur etre an 3 hag ar 5 a viz Gouhere 1970 e karter Falls e Belfast, e Norzhiwerzhon. An oberiadur a oa kroget pa voe klasket armoù er c'harter, annezet gant labourerien ha broadelourien iwerzhonat. Pa oa bet echuet ar c'hlask, tud yaouank eus al lec'h o doa taget soudarded saoz gant mein ha bombezennoù-tan hag ar soudarded o devoa respontet gant gazoù. Buan e oa bet an traoù o vont war fallaat gant tennoù armoù-tan etre soudarded saoz hag izili an Irish Republican Army (IRA). Goude peder eurvezh stourm dibaouez, ar penn ofiser saoz en devoa lakaet kelc'hiañ ar c'harter hag a oa 3000 ti ennañ. Rediet e oa bet an dud da chom er gêr e-pad ur c'heulfe a oa padet 36 eurvezh diouzh-renk. Milieroù a soudarded saoz a oa deuet e-barzh ar c'harter ha kroget da glask armoù a di da di, hag a-wechoù e veze tennet warno gant izili eus an IRA hag emsavidi. Gant ar c'hlask-se e oa bet kalz distrujoù, ha kalz gazoù a oa bet tennet war al lec'h. Kalzig annezidi a oa bet argaset gant ar soudarded. D'ar 5 a viz Gouhere e oa bet echuet gant ar c'heulfe, pa oa bet milieroù a vaouezed hag a vugale eus Andersonstown o tont d'ar zonenn difennet gant boued ha pourvezioù diazez all da reiñ d'an annezidi war blas.

E-kerzh an oberiadur, pevar trevour a oa bet lazhet gant al Lu saoz, 78 a oa bet gloazet hag harzet e oa bet 337 den. Triwec'h soudard a oa bet gloazet ivez. Kalz armoù ha munisionoù a oa bet kavet. Al lu saoz en devoa anzavet goude an darvoudoù e oa bet ul lodenn eus ar soudarded o preizhañ madoù trevourien. Falls Curfew a oa bet gwelet evel ur c'hemm krenn e-kerzh an Troubles. Un toullad katoliked/broadelourien iwerzhonat a oa troet a-enep al Lu saoz ha kroget da reiñ harp d'an IRA.


Developed by StudentB